Passer au contenu principal
249 kb
Le groupe Les Écologistes de Bretagne

Ekologourien Breizh

Ekologiezh, Emrenerezh, Kengred

Deuet mat oc’h war strollad dilennadezed
ha dilennidi ekologourien Kuzul Rannvro Breizh

Dre hol labour koulz e diabarzh an ensavadur ha war an dachenn emaomp o labourat evit prientiñ Breizh warc’hoazh.

Engouestlet omp

Evidomp-ni, bezañ en tu-enep a dalvez kinnig hor soñjoù en ur mod taer ha sklaer, rak ganeomp e vez diskoulmoù evit un ekologiezh pleustrek, ur justis sokial uhel he fennaennoù, hag un demokratelezh rannvroel buhezek. Ret eo da Vreizh bezañ prest evit talañ ouzh an daeoù war dachennoù an hin, an endro, ar c’hudennoù sokial, tiriadel ha demokratel evit ar 21vet kantved.

Labourat a reomp evit Breizh an ekologiezh. Eko-amplegadelezh ar skoazelloù, sikour da amdroadur ekologel an ekonomiezh, treuzkemm doareadel al labour-douar ha goproù dereat evit ar beizantezed hag ar beizanted : e pep lec’h e fell deomp sevel implijoù a-zoare, sklaer o ster evit an dud hag evit ar vro, gant implijoù n’heller ket dilec’hiañ ! Renevezomp buanoc’h al lojeizioù, klaskomp diorren ar modoù treuzdougen boutin digarbonatet ha staliadur an energiezhioù nevezadus. Gwareziñ kalite an dour, an aer hag an douar a rank bezañ silet en holl oberioù publik rannvroel.

Labourat a reomp evit ma renfe ar justis sokial ha kempouez an tiriadoù e Breizh. Gant politikerezh ar rannvro e tlefe bezañ aesaet d’an holl kaout ul lojeiz yac’h, preder yec’hed tost eus ar gêr, ha boued a galite. Kas war-raok ur vuhez sevenadurel pinvidik e Breizh a-bezh ha gwarez hor yezhoù zo unan eus perzhioù ur vro gwriziennet don ha harpus hec’h identelezh.

Labourat a reomp e ma vefe adsavet mennozh an demokratelezh hag an emrenerezh kreñvaet e Breizh. Ret eo ma kemerfe perzh ar Bretonezed hag ar Vretoned er sevel hag el lakaat e pleustr ar politikerezh rannvroel. Labourat a reomp evit ma vefe muioc’h a c’halloud lezennel ha reolennañ war dachenn ar rannvro evit ur politikerezh azasaet ouzh pezh zo arbennik d’hon tiriadoù.

899 kb
hôtel de region Courcy

Hon talvoudoù

16 kb
écologie

Hon talvoudoù

14 kb
Autonomie

Emrenerezh

16 kb
Démocratie

Demokratelezh

16 kb
Solidarité

Kengred

Pezh a reomp en ensavadur

Gouest eo hor strollad lakaat meur a loc’h da fiñval evit gellet henchañ war  ar politikerezh rannvroel ar politikerezh rannvroel.

Alies-mat e tiazezomp hol labour war hini ar CESER

(Kuzul Armerzhel Sokial hag Endro ar Rannvro)

An estezioù meur

Pezh a reomp

Reiñ a reomp da c’houzout hor soñj diwar-benn an heñcherezh rannvroel lakaet diouzh ar mouezhiañ :

  • Gant ar brezegenn war ar politikerezh hollek,
  • Gant ar goulennoù dre gomz a c’hell sevel goulennoù ouzh bodad-seveniñ ar C’huzul Rannvro diwar-benn danvez ar mare pe a-bouez-bras evit Breizh,
  • Pe en ur ginnig daskemmoù evit ma vefe an ekologiezh hag ar justis sokial lakaet er penn a-raok,
  • En ur gemer perzh evit respont ouzh an teuliadoù tematek a vez kinniget gant ar bodad-seveniñ,
  • En ur ginnig hetoù a c’heller mouezhiañ, pezh a ro da c’houzout mouezh ar c’huzul rannvro e-tal ar Stad pe an Unvaniezh Europa.
76 kb
session plénière Bretagne

93 kb
les locaux de la Commission permanente

Ar bodadoù pad

Pezh a reomp

War evezh ! Amañ eo e vez votet ar yalc’hadoù en disforan, adalek ar budjed bet degemeret en estez. Labourat a reomp war an teuliadoù en a-raok, sevel a reomp goulennoù ha votiñ a reomp an dereiñ yalc’hadoù.
Diwar unan eus hor c’hinnigoù ez eus bet degemeret un diferadur nevez bet lakaet er Reolennadur diabarzh, an adkas bihanniver. Evit-se e ranker kaout mouezhioù un drederenn eus izili ar bodad-pad evit ma vefe kaset un teuliad dirak an emvod-meur. Ne vez implijet an diferadur-mañ nemet ma soñj ganeomp e ranker lakaat ur gaoz foran war un danvez bennak ( dre m’en deus ur c’houst uhel pe dre m’eo politikel, da skouer). Evel-se eo bet implijet ganeomp evit ur program europat a-bouez war an diorren war ar maez : LEADER.

Ar bodadoù tematek
Pezh a reomp

Studiañ en a-raok an teuliadoù war ar stern ha lakaat hor fouez er c’hendivizoù.

War-lerc’h ur prantad studi e kemeromp perzh er bodadoù evit eskemm hor sav-poent ekologour ha denelour war kinnigoù ar bodadoù-seveniñ hag henchañ an divizoù da vezañ kemeret.

Harp a gemeromp war hon diazoù programatek e-touez traoù all, war prizachañ rouedadoù hor stourmerien er c’hevredigezhioù hag er skiantoù, met ivez war alioù ar C’hASER pe aozadurioù all, war lezennoù ar Frañs hag an Europa, ha war ar studioù a vez kaset gant ar Rannvro.

L’institution, mode d’emploi

46 kb
les locaux de la Commission permanente

Ar bodadoù, Pezh a reomp

En savoir plus

20 kb
session plénière Bretagne

Ar bodadoù, Pezh a reomp

En savoir plus

Pezh a reomp war an dachenn
152 kb
Bridor sur le terrain_le groupe
En ho kichen

War an dachenn emañ dilennadezed ha dilennidi strollad Ekologourien Breizh, ha gwelet e vezont e-doug meur a zarvoud ha manifestadegoù er vro. Alies-mat e kejomp ouzh an dud a ra an ekonomiezh an endro hag an aferioù sokial er vro, rak fellout a ra deomp chom bepred war evezh hag e darempred gant aktourien ar gevredigezh.

En savoir plus

Hon dilennadezed ha dilennidi
53 kb
Claire Desmares

« Fellout ‘ra din gouestlañ ma holl nerzh d’ober eus Breizh ur vro nevezus war dachenn an ekologiezh hag ar justis sokial. »

61 kb
Loïc Le Hir conseiller régional Bretagne

« Lakaet eo bet ganin ma resped a guzulier rannvro e servij diorren an treuzdougen digarbonatet hag aes evit an holl. »

 

52 kb
Julie Dupuy conseillère régionale Bretagne

« Engouestlet on evit ur vuhez politikel, sevenadurel ha sportel rannvroel troet war-zu an etik, an engouestlañ, an ekologiezh. »

Passer au contenu principal

Quel(s) cookie(s) acceptez-vous lors de votre navigation ?